Paroles et musique Tomaz BOUCHERIFI-KADIOU
Son 'vit ur bed nevez
couplets
Selaouit, c'hwi ar re vras
Selaouit ma c'hanaouenn
Aet on dre ar bed
Ha setu an traoù 'meus gwelet
'vit an arc'hant, 'vit an aour
Emañ soudarded dre-holl er vro
Lazhañ raent ar vugalez
'Vit o roue e paper
Ur banne eoul-tan er Mor Bras
Un tamm kaoc'h 'barzh ar stêr
Aet eo an arc'hant da zoue
Gwelloc'h deomp bout dizoue
tranlalalalaleno ...
A gwechall 'michañs
E oa kalz traoù a-dreuz
Ar re gozh avat a deuje donjañs
Donjañs a deuje 'vit an douar
Goud a ran emaomp e daou vil
Goud a ran emaomp en ur bed nevez
Met deus gwechall' deus ar re gozh
Hon eus kalz traoù da zeskiñ
Talomp evezh ouzh an endro
Estreget an arc'hant'zo er vuhez
Klañv avat eo an douar
Ha klañv e vo mab den ivez
Ni zo evel tarlash pe laoù
War gein ur c'hi-bleiz klañ-tre
tranlalalalaleno ...
refrain
Mallozh deomp
Ha d'ar bed nevez
Ma tisoñjomp piv eo hor mamm
Mallozh dit ma breur
Mallozh dit ma c'hoar
Ne vo ket a warc'hoazh ma ne ziwallomp ket
An douar a zo
Spered ennañ
Bep gwezenn er c'hoad zo spered enni
Torret 'vo an anken
Gant ur c'han nevez
'Vit ur bed nevez,'vit ur spered nevez
pont
Mallozh deomp
Ma ne gomprenomp ket
Mallozh deomp
Ma ne cheñchomp ket
|
Chanson pour un monde nouveau
couplets
Écoutez vous qui êtes si grands
Écoutez donc ma chanson
J'ai été de part le monde
Et voici ce qui m'est apparu
Pour de l'or et de l'argent
Les soldats rôdaient de toutes parts
Assassinant des enfants
Pour leurs rois de papiers
Du pétrole dans l'océan
Un peu de merde dans la rivière
Si l'argent est devenu un Dieu
Alors soyons athés
tranlalalalaleno ...
Autrefois sans nul doute
Les choses étaient dures
Mais les anciens prenaient garde
prenaient garde à la terre
Je sais que c'est le troisième millénaire
Et je sais que c'est un monde nouveau
Mais d'autrefois et des anciens
Nous avons beaucoup à apprendre
Prenons soin de la nature
Il est d'autres valeurs que l'argent
La Terre est malade
Donc l'humanité l'est aussi
Comme des tiques ou des poux
Sur le dos d'un chien-loup malade
tranlalalalaleno ...
refrain
Malheur à nous
et au monde nouveau
Si nous oublions qui est notre mère
Malheur mon frère
Malheur ma soeur
Si nous ne prenons pas garde demain ne viendra pas
Dans la terre
Il est un esprit
Ainsi que dans chaque arbre de la forêt
L'angoisse sera brisée
Par un chant nouveau
Pour un monde et un esprit nouveau
pont
Malheur à nous
Si nous ne pouvons comprendre
Malheur à nous
Si nous ne changeons pas
|
|